Karamel

Karamelennoù gwak.

Karamel zo sukr poazhet. Ar c'haramelennnoù, ar madigoù karamel, a c'hall bezañ kalet pe gwak. Servijout a ra ar c'haramel liñvel da ginklañ an dibennoù-pred evel ar gwastilli hag ar skornennoù.

Evit ober karamelennoù gwak eo ret ouzhpennañ lipidoù d'an aozadenn evel laezh koazhet, amann (evel an tofee saoz), dienn pe chokolad. Kenstrollañ a ra ar fudge stadunanat ar peder aozenn-se.

Kavet e vez ar c'haramel e-barzh an nougadin, an nougad, ar pralin, ar c'hoaven suilhet pe c'hoazh an dienn karamel.

Implijet e vez ivez evit reiñ liv da broduioù zo evel ar c'hoka-kola.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search